Mont d’an endalc’had

Labour

Eus Wikipedia
O walc'hiñ al leur en un ti-karter e Virginia, SUA.
Liseidi o labourat e-pad ur gentel kimiezh en ur gymnasium alaman, e Bonn e 1988.

Al labour zo oberoù graet gant ar c'horf hag ar penn evit tizhout un disoc'h. War gement tachenn a zo e c'hall an neb labourat dre gaer, pe dre heg evel er sklaverezh. Al loened ivez a labour, renet gant an dud. E meur a vro e vez lidet Gouel al Labour d'ar 1añ a viz Mae.

Dre astenn-ster e komzer eus labour evit ur vicher. "Dilabour" e vez graet eus un den hep labour.

Dre astenn-ster ivez e komzer er fizik eus labour un nerzh.

Eus al labour-douar e komzer Pa vez anv eus oberoù a denn d'an douar, d'an natur evit gounit plant.

Al labourioù, el liester, a vez graet eus oberioù evit sevel pe dresañ un dra bennak.

Ur Saozez o labourat en ul labouradeg gwispid.

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Al labour zo un obererezh graet en eskemm d'ur gopr, evit produiñ ur mad pe ur servij. Eñ hag ar c'hevala a ya d'ober ar faktorioù produiñ. Kavet e vez war marc'had al labour.

Gant kod al labour e vez dastumet peurliesañ ar reolennoù e pleustr en ur vro. Ret eo d'an implijerien koulz ha d'an implijidi doujañ dezho, en ur Stad a wir bepred. Reolennoù etrebroadel zo ivez, da skouer gant Unaniezh Europa hag Aozadur etrebroadel al labour.

Setu amañ, dre vro, an niver a eurvezhioù labour dre sizhunvezh en Unaniezh Europa[1].

  • An Δ a verk an diforc'h e-keñver pad sizhuniek al labour e Bro-C'hall.
StadPadΔ
Banniel Polonia Polonia39,8+ 3,9
Gres Gres39,7+ 3,8
Banniel Roumania Roumania39,7+ 3,8
Bulgaria Bulgaria39,2+ 3,3
Latvia Latvia38,9+ 3,0
Slovenia Slovenia38,7+ 2,8
Lituania Lituania38,6+ 2,7
Hungaria Hungaria38,52,6
Portugal Portugal38,2+ 2,3
Kroatia Kroatia37,9+ 2
Slovakia Slovakia37,7+ 1,8
Banniel Tchekia Tchekia37,7+ 1,8
Republik Kiprenez37,6+ 1,7
Malta Malta36,8+0,9
StadPadΔ
Estonia Estonia36,7+ 0.8
Banniel Spagn Spagn36,7+ 0.8
 Italia36,3+ 0,4
Frañs Frañs35,90
Iwerzhon Iwerzhon35,6- 0,3
Luksembourg Luksembourg35,6- 0,3
Banniel Sveden Sveden35,3- 0,6
Banniel Belgia Belgia35,0- 0,9
Banniel Finland Finland34,4- 1,5
Alamagn Alamagn34,2- 1,7
Banniel Danmark Danmark33,9- 2,0
 Aostria33,3- 2,6
Izelvroioù Izelvroioù31,6- 4,3

Politikerezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar ger « labour » a gaver e saozneg ivez[2].

Troioù-lavar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • El labour emañ ar yec'hed.
  • Labour sul, labour nul.
  • An tu zo an hanter eus al labour.
  1. (fr) Statistiques sur le temps de travail @ ILOSTAT / International Labour Organization. Kavet : 09 C'hwe 25.
  2. Anv meur a strollad politikel saoznek eo : gwelet Strollad al Labour.